Kafe Brezhoneg - Goulc'han Kervella

Lesneven (Finistère) • Mercredi 3 avril 2024, 15h00
Kafe Brezhoneg - Goulc'han Kervella

D’ar Mercher kentañ a viz Ebrel, dont a raio Goulc’han Kervella da Lesneven da gaozeal diwar-benn buhez e donton Youn, ur breur d’e vamm. Ganet eo bet Yves Roudaut e 1914 ha marvet e 1958, beuzet e Vitry el lec'h m'edo o labourat. Marvet e oa e vaouez hag e vugel, en ur wilioudiñ. Trist eo bet e vuhez goude-se. En ti tud Goulc’han e oa bet o chom ur pennad. E vuhez a zo talvoudus ivez dre ar micherioù en deus bet graet: bezhinaer gant e dad, "marga" e porzh Brest, darbarer evit sevel tiez e Brest, war ar sukr e Pithiviers, gward e Dourioù ha koajoù. 
Nevez skrivet eo bet gant Goulc’han - e ti Skol Vreizh - ul levr «  Kambr va zonton Youn ». Ennañ e vez kavet ivez un daolenn eus ar gevredigezh (Arvor Bro-Leon) etre an daou vrezel ha betek ar bloavezhioù 60.

Mots-clés :
goulc'han pagan lenn levr euriou arvor

Autres événements à Lesneven

29 et 30 mai

Séjour UTOPIA
19 - 24 avril

Séjour UTOPIA

Dès le printemps, vivez des vacances créatives entre terre et mer !