An Archer - ANNULE

Lesneven (Finistère) • Mercredi 15 octobre 2025, 14h15
An Archer - ANNULE

Poliser eo Gerry Boyle, paotr bouzellek un hanter-kant vloaz anezhañ, en ur gêriadenn war ar maez e kontelezh Galway, e Bro Iwerzhon. Rahouenn, sinik, landreant ha faskour un tamm anezhañ, ar serjant digustum-se zo troet war an alkol hag ar gisti. Torret e voazioù plaen ha didrouz gant muntr un trafiker drammoù. A-enep dezhañ en em gav ar serjant Boyle da genlabourat gant ar gourboliser Wendell Everett eus an FBI, bet kaset war al lec'h da lakaat fin d'un trafik kokain bras. Ouzhpenn daou ved o stekiñ eo doareoù labour disheñvel krenn a vez lakaet penn-ouzh-penn p'en em gav asambles an Iwerzhonad lez-ober ha dichek hag an Amerikan evel zo dleet ha pizh war e labour.

Autres événements à Lesneven

29 et 30 mai

Séjour UTOPIA
19 - 24 avril

Séjour UTOPIA

Dès le printemps, vivez des vacances créatives entre terre et mer !